Immanuel Kant

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Immanuel Kant, prederour Koenigsberg


Immanuel Kant (22 viz Ebrel, 172412 a viz C’hwevrer, 1804) a oa ur prederour alaman eus Königsberg e Prusia ar reter (hiziv Kaliningrad, e Rusia). Sellet e vez outañ evel ouzh unan eus soñjerien Europa a vremañ o deus bet ar brasañ levezon hag evel ar prederour bras diwezhañ eus ar Gouleier.

Buhez

Immanuel Kant a oa bet ganet e 1724 e Königsberg. Ar pevare e oa eus un tiegezh ennañ nav a vugale (pemp anezhe a dizhas an oad gour). Badezet e oa 'Emanuel' met cheñch a reas evit 'Immanuel'[1] goude deskiñ Hebraeg. Bevañ a reas holl e vuhez en e gêr c’henidik pe en he c’hichen (Kêrbenn Prusia ar reter e oa d’ar c’houlz-se), hep beajiñ pelloc’h evit ur c’hant lev bennak diouzh Königsberg.[2] E dad, Johann Georg Kant (1682–1746) a oa ur artizan alaman eus Memel a oa an hini eus kêrioù Prusia a oa ar pellañ er biz d’ar c’houlz-se (Klaipeda, e Lituania hiziv). E vamm Anna Regina Porter (1697–1737), bet ganet e Nurnberg, a oa merc’h ur gwakolier ha dibrer skosat.


Notennoù

  1. Kuehn, Manfred. Kant: A Biography. Cambridge University Press, 2001, p. 26
  2. Keillor, Garrison. The Writer's Almanac for Sunday, April 22nd 2007. Kavet e 2006-04-30.


This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net