|
Al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel (LFE) a zo ul lizherenneg bet ijinet a-ratozh kaer evit gallout treuzskrivañ sonennoù n'eus forzh peseurt yezh komzet.
Sinoù ispisial all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetikel bihan. 76 sin a seurt-se ez eus, evel, da skwer [β̞] e lec'h [β]. Sinoù all ez eus ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh (') pe ur gensonenn silabennek ( ̩). Implijet e vez kromelloù evit an treuskrivadennoù fonetikel evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.
Istor al LFEDiorroet e oa bet er penn-kentañ al lizherenneg gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg dindan beli Paul Passy a laboure e framm ar Gevredigezh Fonetikel Etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. Embannet e voe al lizherenneg evit ar wech kentañ e 1888 awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet, diorroet war he zro diwar diazezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman hag Alexander John Ellis. Adwelet eo bet al lizherenneg peder gwech en holl betek-henn e 1900, e 1932, e 1989 hag e 1993. Al lizherennegVogalennoùGwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
RannoùLizherennoù ez eus el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lâret eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul:
Hirder ar vogalennoùDiskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant ur sin ispisial anvet kronenn (ː). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e plas, d.s. [a:] e-lec'h [aː]. Kensonennoù
RannoùRenket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul:
Hirder ar c'hensonennoùDiskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù, d.s. [treuzskrivet e vefe ar [magyareg]] mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/. Ar silabennoùImplijet e vez ur varrennig uhel (ˈ) a-raok ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel (ˌ). Talvezout a ra ar pik (.). Da skwer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s]. Gwelet ivezLiammoù diabarzh
Liammoù diavaez
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net