Homofobiezh

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Tabut termenadurezh

Implijet e vez nevezc'herioù er pennad-mañ bet krouet a-ratozh. Peuliesañ ne vezont ket kavet er geriadurioù pe evit abegoù teknikel resis ne glot ket an termenoù-se dre ret gant an termenoù boutin..)


Ur gevredigezh a stourm a-enep d'an homofobiezh e Frañs eo "SOS homophobie"

An termen homofobiezh savet diwar homo- "heñvel" ha fobiezh (gresianeg: Φοβος; "aon") a vez implijet evit deskrivañ kasoni pe dispriz davet an heñvelrevelezh pe an dud heñvelrevel. Un termen ideologel an hini eo, liammet ouzh an arallrevreoladouriezh.

Krouet e oa bet an nevezc'her-mañ gant ar psikologour George Weinberg hag implijet evit ar wezh kentañ dre skrid e saozneg e "Time Magazine" e 1969,

Ret eo anzav eo bet savet fall ar ger-mañ hag a talvezfe kement hag "aon rak traoù heñvel an eil re diouzh ar re all" hervez e etimologiezh diouzh un tu ha dreist-holl n’eo ket dereat an termen-mañ evit ober dave d’an treuzveno sokial ha/pe hiniennel a-enep d’an heñvelrevelezh diouzh an tu all rak n’eo ket e gwirionez ur c’hleñved-spered evel ar fobiezhioù all, met kentoc’h un ideologiezh. Abalamour da se e oa bet krouet an termen arallrevouriezh hervez patrom termenoù all evel "gouennouriezh" evit lakaat war-wel en un doare–splann e tenn d’ar c’hredennoù ideologel ha sokial.

War al live hinienel e komzer eus homofobiezh diabarzh (pe homofobiez ego-distonek) pa nac'h hini pe hini anaout o heñvelrevelezh. Herevz tud zo, en o zouez Sigmund Freud ez eo an darn vrasañ eus an dud homofobel tud heñvelrevel o-unan ha ne deu ket a-benn d'hen anaout ha neuze o devez kas oute o-unan hag ivez a-enep d'an dud all hag a zo (pe a seblant bezañ) heñvelrevel.

E broioù zo ez eus lezennoù resis a-enep d'an homofobiezh, e broioù all avat ez eo an homofobiezh unan eus kredennoù ideologel pennañ hag enne e vez lakaet an heñvelerezh da dorfed.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net