|
Ar gresianeg ( Ελληνικά) (gregaj ha gresim a vez implijet ivez evit envel ar yezh-se) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropat. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez. Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek. IstorKomzet ez eus bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kent Jezuz-Krist evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al Linenneg B eus 1500 kent Jezuz-Krist. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al Linneneg B hag al lizherenneg c'hresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (circa 1000 kent Jezuz-Krist). N'eus ket bet kalz a cheñchamant abaoe. Dre voaz e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :
ur c'hendalc'h d'ar c'hoine eo bet ar yezh ofisiel ha vernakular a veze komzet en Impalaeriezh Bizantion e-pad ar Grennamzer. Anvet e vez gresianeg Bizantion ivez.
Da vezañ kendalc'het |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net