|
Article on other languages:
|
Ar gravitadur a zo unan eus peder kenoberenn ziazez ar fizik.
Dalc'het e vez ar planedennoù e kelc'htro en-dro d'an Heol gant an nerzh gravitadur.
TermenadurAr gravitadur zo e touez pevar nerzh diazez ar fizik. An anadenn a vez desachet drezi daou gorf bennak eo(abalamour d'o mas hepken, evel ma vo diskouezet gant ar fizikourien). Gallout a reer gwelet e levezon bemdez abalamour da nerzh desach an Douar a zalc'h ac'hanomp war al leur. Evit ar fizik klaselEvit ar fizik klasel, ar gravitadur zo an nerzh desach a vez etre traoù o deus ur mas e-barzh an hollved. Kerzhout a ra hervez ul lezenn kinniget gant Isaac Newton e 1687 ha displeget dre ar formulenn :
Hervez an deorienn-se e vefe gwelet anadenn ar gravitadur e-giz un nerzh, gant ster ar mekanik newtonian. Diouzh ar formulenn-se e kaver :
Gwelet a reer emañ ar formulenn-se kenglotus gant priñsip an aksionoù resiprokel. Ar lezenn-se zo bet gwiriet ez arnodel. Ez teknikel ez eo mat-a-walc'h evit lakaat traoù pounneroc'h eget an aer da nijal, hag evit kas tud betek al loar. Hiriv an deiz ne vez ket kemeret mui nemet da gaout un tostadur da deoriennrelativour ar gravitadur. Teorienn relativourAdalek 1915 ez eus bet kinniget gant Albert Einstein ur sell all ouzh ar gravitadur, e-barzh e deorienn eus ar relativelezh hollek. Ar gravitadur n'eo ket un nerzh mui, met diskuilhadenn un distummadur eus ar spas gant ar c'horfoù masek a gaver en ennañ. Ar pezh en-doa lakaet Albert Einstein (ha memes Newton en e raok) da gaout diskred war displegadenn mekanik ar gravitadur, a oa an nerzh-se a ziskoueze bout « speredek ». Abalamour nep tra, ne vern e dolz, a vuane er memes mod diwar e bouez. Pezh ' zo, an dra-se a c'houlenne un dra div wezh pounneroc'h a vefe desachet div wezh muioc'h, ne vern e gompozadur. Einstein en-deus dizoloet ar gudenn o evezhiañ e oa tu da zisheñvelaat daou meiziad tolz :
Sañset al liamm etre an daou vas a rankfe kemm hervez ar c'horfoù, dres evel mas ha volum o deus liammoù disheñvel-tre. Setu 1 kg-pluñv hag 1 kg-plomm (da skouer), ar memes nerzh gravitadurel oc'h oberiañ warno, a rankfe buannad e modoù disheñvel, hervez o mas inert (an inertañ a vefe da vuanaat nebeutoc'h). ' Pezh n'eo ket gwir. An daou vas a zo atav kevatal, ' pezh a vefe, pe un taol degouezh burzhudus, pe ur c'heñver diazez, an hini ebannet gant ar relativelezh hollek just-a-walc'h. |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net