|
Article on other languages:
|
Stummoù ar gerGenava eo ar stumm latin ha Geneva hini ar frankoprovañseg. E yezhoù ofisiel ar vro e skriver Genève e galleg, Genf en alamaneg, Ginevra en italianeg ha Genevra e romañcheg. E brezhoneg e kaver Jeneva ha Genava e geriadur Vallée. Dont a ra ar ger eus ar galianeg, ur ger kar d'ar ger brezhonek genou, abalamour m'emañ Geneva tost ouzh genou al lenn. Ur gêr a bouezEil kêr Suis eo Geneva ha kêrbenn ar c'hanton. 185 028 a dud a oa enni e 2005, met an dachenn kêriet en dro dezhi, a'n em astenn war kanton Vaud ha departamantoù gall an Ain hag an Haute Savoie, a vev enni 760 000 a dud . IstorKaezar (De Bello Gallico). DegemerDouar repuidi eo Geneva abaoe pell, dreist-holl abaoe ma voe degemeret enni ar Brotestanted heskinet, evel Guillaume Farel, Jean Calvin pe Théodore de Bèze, ma veze graet ar Roma brotestant anezhi, hag ivez kêr Calvin. E-touez an holl bolitikerien repuet enni menegomp Lenin a-raok dispac'h 1917. Kalz a aozadurioù etrevroadel zo diazezet e Geneva:
ha kalz re all. Kêrioù gevellet
Liorzhoù ha parkoù310 hektar a zo dindan koad pe geot, da lavarout eo 20% eus douar kêr. LiammoùBuhez sevenadurelMell-droadBrudet eo ar c'hleub Servette FC savet e 1890. E 2005e reas freuz-stal. BeredoùEtre 1700 ha 1853, ne oa nemet ur vered e kêr, hini Plainpalais. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1850, e voe krouet hini Châtelaine, hini Saint-Georges er bloavezhioù 1880. Hini kumun Petit-Saconnex zo e kêr abaoe 1931 pa voe ken deuzet an div gumun. E-touez an dud veur beziet e Geneva menegomp Jean Calvin ha Jose Luis Borges. Tud veur ganet e Geneva
Gwelout ivezLiammoù diavaez
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net