|
Ar galleg zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar volontez tolpadoù tud gouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E familh ar yezhoù gall-ha-romanek emañ ar galleg. Pa veze kaozeet ur bochad yezhoù eus a bep seurt familhoù bar Frañs (hag a vez graet « patois » anezhe gant dismegañs, hag a zo moaien da zispartiañ dre ziv familh vras, yezhoù oïl en hanternoz, yezhoù ok er c'hreisteiz, hag a zo ul lodenn ag ar familh okitan-ha-katalan pe okitan-ha-roman), nend eo ar galleg, hag a zo yezh al Lez, nemet ur meskaj lennegel a lod anezhe, re oïl dreist-holl.
IstorD’al liesañ e vez laret eo ar c'hentañ testenn skrivet e proto-c'halleg (pe romana lingua pe roman (yezh)|roman) Serments de Strasbourg (Toueadelloù Strasbourg) e 842. Mod arall, en taol kentan ma oa bet kaoz ag ur yezh roman a voe e 813, da-geñver sinod Teurgn. En destenn lennegel kentan er yezh-se zo bet skrivet tro-dro da 880. Hennezh eo "Séquence de sainte Eulalie", met moaian zo da lâret emañ bet skrivet an destenn-se e pikardeg kentoc'h evit e galleg e gwirionez. Emañ ret lâret ne servijañ ket da galz a dra gober un diforc'hh etre "langaj" ha "parlant-bro": n'eus ket moaian spazhiñ an traoù en ur feson krenn ha fur. Er blez 1539 e laka lezenn Villers-Cotterêts ar galleg da yezh ar Gwir hag ar velestradurezh. Evit an istor zo tu da welet pemp stad en emdroadur ar yezh, hag en deus cheñchet a-dammigoù ag ur stumm d'unan arall (er skouerioù da-heul hor bo dalc'het skritur ar voullerion. Cheñchet eo bet un tammig a-gaoz bout aesoc'h da lenn). Tuioù arall zo da zispartiñ mareoù dishañval emdroadur ar yezh, ha nend eo ar re-se nemet fesonioù da lâret e pe amzer emañ bet skrivet un desten e-keñver stad ar yezh. Ar feson da renkañ stadoù ar yezh dindan n'eo ket diazezet war ar yezhadur hepken, met war ar skritur ivez :
LennegezhE-mesk ar c'hentañ oberennoù pouezus :
Galleg a-vremañHiziv eo ar galleg ar yezh ofisiel nemeti en e-leizh a vroioù, ha graet e vez gantañ e meur a hini arall. Lod ag ar broadoù hag a implij ar yezh-se zo en Aozadur Etrebroadel ar frañkofoniezh (Organisation internationale de la Francophonie). A-vepred emañ bet skrivet ar galleg get al lizherenneg latin. A-c'houde ar XVIvet kanted e vez implijet arouezennoù bihan hag a vo reolennoù dindane adal an XVIIIvet kantved. Ar galleg eo yezh ofisiel emglev ar Metr, hag a laka unanennoù diazez er sistem etrebroadel|enanennoù muzuliañ ar fizik. Hennezh zo unan a ugent yezh ofisiel Unaniezh Europa. Implij ar galleg er bedAr galleg eo yezh ofisiel ar broioù-mañ :
Ha bout n'eo ket ofisiel eo ar galleg an eilvet yezh er broioù-mañ:
Ouzhpenn evit kement-se ez eus paot-mat a c'hallegerion c'hoazh en Egipt, en India (Pondichery), en Italia (Traoñienn Aosta), e Laos, e Maouritania, er Rouantelezh-Unanet (Inizi Angl-ha-Normand), Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl e (Louisiana ha Bro-Saoz Nevez) hag e Viêt Nam. Ar Frankofoniezh a zo un aozadur etrebroadel a vroioù hag a c'houarnamantoù e men e vez kaozeet galleg. E-keñver an istor emañ bet ar galleg yezh ar pennoù-bras hag ar genwerzhourien e Bro-Saoz e-pad tro-dro 300 vloaz, adal gounit an Normanted betek 1362, m'en deus ar saozneg kemeret lec'h ar galleg evit mat. Broioù e men emañ ar galleg ar yezh ofisiel nemeti
Broioù e men emañ ar galleg unan ag ar yezhoù ofisiel
(1) Er Stadoù-Unanet n'eus ket a yezh ofisiel met ar galleg e zo anavezet a-renk get ar saozneg du-se a-c'houde 1968, ma voe savet ar COFIDIL. Broioù e men e vez implijet lies ar gallegGerioù
Liammoù talvoudus
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net