|
Galatia a oa ur vro e menezioù kreiz Anatolia e Turkia a vremañ. Bevennet e oa en norzh gant Bithynia ha Paphlagonia, er reter gant ar Pontos, er su gant Lycaonia ha Cappadocia, hag er c'hornôg gant ar pezh a chome eus Phrygia, a oa bet aloubet an hanter anezhi gant ar Gelted.[1]. Ankara, Kêrbenn Turkia a vremañ, (Anvet Ancyra gwezhall), a oa ivez kêrbenn Galatia. Galatia a voe badezet e-giz-se abalamour d’an divroidi gelt (Ar C'halated) a deuas d’ober o annez e-kreiz Azia-vihanañ hag a renas ar vro adalek an IIIde kantved kent J.-K.. Graet eo bet Galia ar reter anezhi hag ar skrivagnerien latin a rae Galli (galianed) eus an annezidi.
Galatia keltOrin ar C’halated eo an divroadeg kelt bras a aloubas Makedonia, renet gant Brennus, ur penn kelt. Aloubiñ a reas Bro-C’hres e 281 kent J.-K. gant un arme vras ha, goude bezañ bet harzhet en Termopiloù e-pad mizioù, e preizhas Delfi. D’ar memes mare e oa ur strollad kelted all o treuziñ Thracia gnat maouezed ha bugale. Kuitaet o doa strollad Brennus e 279 ha kaset e oant bet eno gant o fennoù bras, Leonorius and Lutarius. Anadiñ a reas an alouberien gelt-mañ en Azia Minor e 278 pe 277 kent J.-K. Evel alies e oa bet galvet an alouberien gant ar roue Nikomedes Iañ Bithynia, a c'houlenne o skoazell en ur stourm tierniezh a-enep d'e vreur. Tri meuriad a dreuzas a mor eus Thracia betek Asia Minor : an Trocmi, an Tolistobogii and an Tectosages. War-dro 10 000 brezelour a vije bet en o zouez hag ar memes niver a vaouezed hag a vugale. Faezhet e voent gant ar roue Seleukid Antiokos Iañ, en ur gombat ma voent karget gant olifanted brezel ar Seleukided. Ne voe ket diouennet ar meuriadoù kelt koulskoude. Anneziñ a rejont un dachenn e-kreiz Anatolia o tiazezañ e-giz-se un dachenn gelt nevez en Azia Minor e reter Phrygia, a voe badezet Galatia. Kreñvaet e voent gant divroidi all eus Europa. Ac'hano e preizhent Bithynia hag an holl vroioù amezek.
Brezelour galat gloazet, delwenn eus agora an Italianed e Delos, war-dro 100 kent J.-K., Mirdi broadel arkeologouriezh Aten
Edo an d/Tolistoboii o chom er c’hornôg gant o c’hêrbenn Pessinus, an d/Tectosages, er c’hreiz, en-dro da Ancyra hag an d/Trocmi, er reter, en-dro da gêr Tavium. Deskrivet eo bet renad ar C’halated gant Strabon : hervez ar boazioù kelt e oa rannet pep meuriad e pevar c’hanton. Pep kanton a oa renet gant ur penn bras (anvet tetrarc’h gant Strabo) gant ur barner hag ur jeneral dindanañ. Galloud ar barner a oa diharz nemet en aferioù muntr e vefe : barnet e vezent dirak ur c’huzul 300 den tennet eus an daouzeg kanton ha bodet en ul lec’h sakr, ugent lev e mervent Ancyra, a hañval bezañ bet ur c’hoad gwez-derv sakr, dre ma veze graet « Drynemeton » anezhañ. Lezet e oa bet ar pep brasañ eus an douaroù hag ar c’hêrioù d’ar Gapadokianed a baee tailhoù d’o aotronez nevez. Mont a re-se d’ober un noblañs brezelourien a veve a-gostez e tiegezhioù kreñvaet. Ar C’halianed a oa bezelourien vras hag istimet e oant evit se. En em ginnig a raent evel goprsoudarded, o stourm war un dro en daou du a-wezhioù e brezelioù bras ar grez-se. E-pad bloavezhioù e voe preizhet hanterenn gornôg Azia Minor gant ar C’halianed, evel kevredidi eus an eil tiern gresian pe egile, hep koll bras, betek ar mare ma’z ejont a-du gant ar priñs seleukid renavi Antioc’hos Hieraks, a renas en Asia Minor. Hieraks a glaskas kannañ ar roue Attalus I Pergamum (241–197 kent J.-K.), met er c’hontrol, ar c’heodedoù hellenizet unanet gantañ, hag armeoù hemañ diwezhañ a bilas ar Gelted da vat meur a wezh, war-dro 232 hag a redias anezhe da chom peoc’h er vro ma oant o chom dija. Tem ar Galian o vervel (Un delwenn vrudet war ziskouez war blasenn Pergamum) a chomas unan eus ar re vrudetañ en arz hellenek e-pad ur remziad. Met ne oa ket diskaret da vat nerzh ar C’halated. Implijet e voent gant Roue Pergamum e-unan er brezelioù drastus a rae o reuz en Azia Minor. Anv zo ivez eus ur strollad e gopr gant Ptolemaios IV en Egipt a yeas kuit d’o bro abalamour d’ur fallaenn heol. E deroù an eil kantved kent J.-K. ez ejont a-du gant ar roue seleukid Antioc’hos Veur, ar roue seleukid diwezhañ a glaskas lakaat en-dro Asia Minor en e zalc’h. Trec’het e voe ar roue gant ar Romaned avat.
War-dro 64 kent J.-K. e teuas Galatia da vezañ ur stad-pratik eus an impalaeriezh roman. Ne voe ket doujet ouzh ar c'hustumoù kozh ha tri fenn (anvet e gaou tetrarked) a voe anvet, unan evit pep meuriad. Met unan eus ar pennoù-se, Deiotarus a lakaas e grabanoù war an div detrarc'hiezh all, da vare Cicero ha Julius Caesar, hag a voe anavet ar Romaned evel roue Galatia nebeut goude. Galatia roman
Ar C'halated a gomze atav ur yezh keltiek e koulz Sant-Yerom (347–420 CE) a skrivas e veze komzet tost ar memes galianeg gant Galated Ancyra ha Treveri Augusta Treuerorum (Treves) e (Gallia belgica)[2].
Notennoù
Liammoù diavaez
Achaea • Aegyptus • Africa • Alpes Cottiae • Alpes Maritimae • Alpes Poenninae • Arabia Petraea • Armenia Izel • Asia • Assyria • Bithynia • Britannia • Cappadocia • Cilicia • Commagene • Corsica et Sardinia • Creta et Cyrenaica • Cyprus • Dacia • Dalmatia • Epirus • Galatia • Gallia Aquitania • Gallia Belgica • Gallia Lugdunensis • Gallia Narbonensis • Germania Inferior • Germania Superior • Hispania Baetica • Hispania Baleares • Hispania Lusitania • Hispania Tarraconensis • Italia • Iudaea • Lycaonia • Lycia • Macedonia • Mauretania Caesariensis • Mauretania Tingitana •Moesia • Noricum • Numidia • Osroene • Pannonia • Pamphylia • Pisidia • Pontus •Raetia • Sicilia • Sophene • Syria • Thracia
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net