Fjord

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Ur fjord e Norvegia

Traoñiennoù aloubet gant ar mor eo ar fjordoù. Disheñvel int diouzh an aberioù : ma’z int bet stummet da gentañ gant stêrioù, int bet krignet gant skornredennoù hag aloubet gant ar mor goude-se. Setu perak e vezont strizh ha don ; kavet e vezont war aodoù meneziek hag e broioù a oa goloet gant skornegoù ur poent zo bet.

Ur ger skandinavek eo ar ger fjord hag implijet e vez bremañ en ur bern yezhoù evit ober anv eus ar seurt traoñiennoù beuzet. E broioù Skandinavia en deus ar ger ur ster ledanoc’h ha mont a ra da envel kement pleg-mor a sank don en douaroù, pe e ve bet stummet gant ur skornredenn pe get.

Dre ar bed

Kavet e vezont war aodoù Norvegia, Skos (ma reer loch anezho), Greunland, Kanada (war aod ar Meurvor Habask), Chile (er su), Zeland-Nevez (enezenn ar su).

Setu amañ ar fjordoù hirañ a zo er bed :

  1. Scoresby Sund e Greunland (350 km)
  2. Sognefjord e Norvegia (203 km)
  3. Hardangerfjord e Norvegia (179 km)
Nærøyfjord e Norvegia

A-wechoù e reer "fjordoù" eus plegoù-mor all, evel e Bro-Saoz Nevez (Stadoù-Unanet) pe e Mor Adria.


Commons
Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wikicommons

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net