|
Article on other languages:
|
Ur c'hevandir eo Europa, hervez lod ne vefe nemet un iskevandir eus an hollad brasoc'h a vez graet Eurazia anezhañ.
Orin an anvDont a ra an anv eus ar briñsez Europa, merc'h d'ar roue Sidon hag honnezh, hervez ar vitologiezh c'hresian, a oa bet skrapet gant Zeus peogwir e vage-eñ karantez outi. Europa ne gredas ket nac'h mont war gein an doue en doa kemeret stumm un tarv kaer ha jentil-tre. Ober a reas Zeus ul lamm war-c'horre ar mor betek enez e c'hanedigezh, Kreta. Eno e c'hanas Europa Minos ha Rhadamantos, barnerien ar re varv. Roet e voe anv Europa d'ar c'hevandir a oa chomet dizanv c'hoazh hervez ur soñj c'hoarvezet d'ar briñsez pa oa ur grennardez anezhi. DouaroniezhLec'hiadur Europa Bevennoù EuropaDre m'eo Europa un iskevandir muioc'h eget ur c'hevandir eeun eo kemm-digemm ar bevennoù anezhi. Evit an douaroniezh e heuilh he bevennoù ar Mor Kreizdouar, strizh-mor Bosfor, Menez Elbruz, ha Menez-Oural. Evit abegoù politikel ha sevenadurel eo ledetoc'h Europa a-wechoù.
Europa: (e gwer) Europa; (glas-sklaer) Astenn en Azia eus Stadoù a zo lodek en Europa; (glas-teñval) Armenia ha Kiprenez, a zo en Azia, met ezel int eus Kuzul Europa.
IstorRagistorE Breizh eo bet kavet ar roudenn goshañ (war-dro 400 000 bloaz 'zo) lezet gant un tan graet gant un den (mougev Menez Dregan war an aod e Ploeneg). Krennamzer
Europa, 814.
Kalz brezelioù a zo etre broioù Europa. Istor nevezPeogwir o deus bet c'hoant da berc'hennañ kalz broioù all war ar bed eo en em gannet broioù Europa kenetrezo. Se eo abeg ar c'hentañ brezel-bed. Pa voe echu ar brezel-mañ, emañ izelaet ha mezhekaet Bro-Alamagn gant Bro-C'hall. Setu perak e komañs ur brezel-bed nevez. Gwelet ivezWeb
|
|||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net