Eost

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire


Eost
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu


Eost, livadur eus les Très Riches Heures du duc de Berry

An eizhvet miz eus ar bloaz eo en deiziadur gregorian, hag an eil miz, war-lerc'h Gouhere, a zo en hañv penn-da-benn. Un deiz ha tregont zo ennañ.

Gwechall e oa miz labour an eost. Hiriv eo miz an hañvourien hag an douristed e Breizh, da vihanañ betek Hanter-Eost. Kalz a dud a soñj gante eo ar miz tommañ eus ar bloaz, ha koulskoude, hervez ar stadegoù, eo miz Gouhere.

En hanterenn hanternoz an Douar e klot gant miz C'hwevrer en hanterenn greisteiz.

Taolenn

Istor

  • Dont a ra an anv eus hini an impalaer roman Augustus (Aogust e brezhoneg). Er bloavezh 8 kent JK e voe lakaet gantañ un deiz ouzhpenn er miz, tennet digant C'hwevrer, evit ma vije kement ha kement a zeizioù e miz Eost hag e miz Gouhere, miz Julius Caesar, e ziagentour e penn gouarnamant Roma.
  • En e raok , en deiziadur roman , e oa ar c'hwec'hvet miz, anvet sextilis (diwar sextus, c'hwec'hvet). Kregiñ a rae ar bloaz e miz Meurzh abaoe 750 kent JK, en amzer kentañ roue Roma, Romulus.
  • An eizhvet miz e teuas da vezañ pa voe lakaet ouzhpenn Genver ha C'hwevrer e penn kentañ ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius war-dro 700 kent JK, pe pa voe tennet ar mizioù-se eus dibenn ar bloaz d'o lakaat en deroù gant an decemvired, war-dro 450 kent JK (dizemglev a oa etre ar skrivagnerien roman war ar poent-se).
  • Roet e voe anv an impalaer Augustus e 8 kent JK abalamour ma c'hoarvezas meur a zarvoud a bouez en e vuhez er miz-se, evel trec'h Alexandria

Gerdarzh ha gerioù

Eus an anv Eost e teu ar gerioù

Gerioù all

  • An dibenn-eost, a zo un anv all d'an dibenn-hañv.
  • Hanter-Eost eo an anv a zo roet d'ar 15 a viz Eost.

E yezhoù all

  • En iwerzhoneg e vez laret Lúnasa, diwar Lughnasadh, diwar anv an doue Lugh, pe Lug. Lá Lúnasa eo anv ar c'hentañ a viz Eost.
  • E finneg e vez laret elokuu, a dalv "miz an eost".

Krennlavaroù

Pa vez eost ma chom al labourer war e skaon

E varvo an dudjentil gant an naon


E-pad miz Eost

E ya ar mevel da vestr.

Pa vez aet an eost er c’hrignol

E tistro adarre da vevel.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net