Chouchenn

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ur voutailh hag ur werennad chouchenn.

Ar chouchenn eo an anv brezhonek anavezetañ roet d'an died alkoolek a c'heller kaout dre lakaat da c'hoiñ ar mel hag ar sistr pe an dour. Marteze eo bet an died alkoolek kentañ a zo bet fardet gant an Den. Meur a anv brezhonek all a vez graet eus an died alkoolek-se. An hini koshañ eo mez a zeu, evel mezw, diwar ar memes gwrizienn hag hini ar mel (sañskriteg madhu). chufere (chug-ferv hervez Léon Fleuriot)) a zo implijet e Bro-Dreger dreist-holl, ha chouchenn e kreiz ar brezhonegva. Un toullad gerioù all a zo : bochad, dour mel, dourvel, pikenaodenn ha pikenaouenn.

Fardañ ar chouchenn

Lakaet e vez ar meskad dour ha mel dre ouzhpennañ chug aval fresk pe sistr. En takad ar chouchenn hag ar chufere e veze gant gant sistr ha mel hepken peurvuiañ. Bez e c'heller implijout ur goedenn heñvel ouzh an hini a laker e chug rezin evit fardañ gwin. Posubl eo ober chouchenn gant gwin ha mel ivez.
Un died dous a-walc'h he blaz eo ar chouchenn pa dap blaz sukret ar mel, met bez ez eus seurtoù dous-tre ha nebeutoc'h dous (sec'h hag hanter-sec'h). War-dro 15 pe 17 derez alkool a ya e-barzh ar chouchenn gwerzhet er stalioù hiziv.
"Chouchen" a zo ur mark kenwerzhel disklêriet e 1911.

Anvioù ar chouchenn er yezhoù indezeuropek

E brezhoneg krenn e veze implijet mez evit an died a roe ar C'hresianed dezhi un anv savet diwar an daou danvez a zo enni : hudromel (*hudro + mel) heñvel ouzh ar brezhoneg dourvel. Kavet e vez div wrizienn e yezhoù europat arnevez :

Istor ar chouchenn

Roudoù diniver ar chouchenn a vez kavet e testennoù an Henamzer ha da gentañ-holl e-lec'h ma veze koadoù bras evel e Europa an Hanternoz, koulz e broioù ar Gelted ha re ar Germaned.
E Eberdingen (Bro-Alamagn) ez eus bet kleuziet ur bez (deiziataet war-dro Patrom:530 kent Jezuz-Krist) e lec'h m'eo bet kavet ur gaoter vras (530 litrad e dolzennad) gant roudoù chouchenn enni. E-kichen ar c'horf-marv a oa hini un tiern kelt gant botoù alaouret eo bet kavet nav korn-bevañ hag ur c'hib aour. Sell ouzh lec'hienn Bez tiern Hochdorf : http://www.archaeologie-bw.de/hochdorf/h_fund1d.html.
El lennegezh heniwerzhonek ha hengembraek e intenter eo ar chouchenn un died eus ar re bouezusañ . E Tara, keoded roueed kozh Iwerzhon, e oa anvet sal ar banvezioù Tech Mid chuarda (Ti en dro d'ar chouchenn). Roue Leinster a oe roet dezhañ ur banne chouchenn gant santez Berc'hed. Pa oa ar c'horev died ar vrezelourien e oa ar mez (chouchenn) died ar veleien, da lavaret eo hini an doueed hag ar roueed. Setu perak e veze bevet ar chouchenn e gouel Samhain evit digor ar c'hehentiñ etre an dud hag an doueed dre ar mezverezh a gas er-maez eus ar bed ordinal. Er meurgan iwerzhonek "Cath Maighre Tuiread" e weler ar gov Goibniu o kinnig ar chouchenn evit lakaat ar gouvidi da vezañ diglañv hag divarvel.
E baradoz ar Gelted lec'hiet en Inizi Tir-na-N'Og e veze stêrioù a vel hag a chouchenn a-hervez.
Er mojennou german kozh, Gwalenn an Nibelunged da skouer, e vez roet chouchenn d'ar vrezelourien aet d'ar Walhalla (ar baradoz german) gant an ostizezed, ar Valkiriezed.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net