Chile zo ur ger mapoudoungouneg hag a dalv « lec'h ma echu ar bed ». Netra zo da welet gant ar ger kastilhanegchile hag a zo ar pimant. Komzet e vez ar c'hastilhaneg gant an dud, en e arliv chileat. Yezhoù amerindianat e vez komzet ivez : ar Runa Simi, ar mapoudoungouneg hag an aymareg, hag ur yezh Polynesia anvet ar vânaga rapanui (war Enez Pask). Statud ofisiel ebet zo ganto.