Carl Friedrich Gauss

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Johann Carl Friedrich Gauss.

Johann Carl Friedrich Gauss (Gauß) (ganet d'an 30 a viz Ebrel 1777 - marvet d'an 23 a viz C'hwevrer 1855) a oa ur matematikour, ur steredoniour hag ur fizikour alaman. Degaset en deus kalz d'an tri danvez-se, ken ampart ma oa. Lesanvet e oa "Priñs ar matematikoù", hiriv an deiz ez eo gwelet c'hoazh 'vel unan eus brasañ matematikourien bet war hor planedenn.

E labourioù skiantel eus ar re wellañ a oa anevezet dija d'e vare. Adalek 1856 e lakaas roue Hannover da engraviñ pezhioù moneiz gant dremm Gauss warno, skrivet war c'horre Mathematicorum Principi (roue ar matematikoù e latin). Gauss o vezañ embannet ul lodennig hepken eus e zizoloadennoù, ne voe dizolloet e oberenn nemet e 1898 pa voe embannet e gaier prevez.

E vuhez hag e labourioù

Ganet eo Gauss e Braunschweig , e dugelezh Braunschweig (en Alamagn hiriv an deiz) en ur familh paour. Mab nemetañ Gerhard Dietrich ha Dorothea Gauss e oa Johann Carl Friedrich. Dizesk a-walc'h e oa e dud.

Donezonet kenañ e oa ar bugel, ha deskiñ a reas lenn ha kontañ drezañ e-unan d'an oad a dri bloaz er skol. Souezhañ ' reas buan a-walc'h e gelennerien, un danevellig a zo diwar benn-se: Ur c'helenner a roas d'e skolidi ul labour sammañ evit pleustriñ. Kinnig a reas dezho sammañ an holl niveroù etre 1 ha 100. Nebeudig amzer war-lerc'h e roas Gauss ur respont vat d'e gelenner, sammet en doa en un doare fin ar sifroù kenetrezo: 1+100=101, 2+99=101, 98+3=101... ha se 50 gwech ( (100x101) / 2). Gwelet e vez ar formulenn-se hiriv an deiz e klas 1S el lise.

Duk Braunschweig a verzhas e varregezhioù hag a roas ur yalc'had dezhañ e 1792 evitañ da genderc'hel e studioù. Kaset e voe e skolaj Carolina betek 1795. Enno e heulias kentelioù ar studier loened Johann Christian Hellwig (1743-1831). D'ar c'houlz-se e savas "[hentenn ar c'harrezadoù dister]" hag ur c'hinnig da zasparzh an niveroù kentael, kinnig hag a voe prouet gant Jakez Hadamard e 1896.

Tapout a reas Gauss ur skiant bras kenañ e-kerzh e skoliadur, prouiñ a reas c'hoazh eus e du teoremoù pouezus.

Un araokadenn vras a reas Gauss e 1796 pa roas perzhioù kazi holl poligonoù reizh savabl gant ar reolenn hag ar c'helc'hier hepken (Teorem Gauss-Wantzel), en doare-se e klokaas al labour kroget gant matematikourien gresian an henamzer. Ken loc'hus e oa Gauss o welet an disoc'h ma c'houlennas e vefe garanet ur poligon reizh 17 kostez dezhañ war e vaen bez.

levr Disquisitiones arithmeticae.

An hini kentañ e voe o prouiñ en un doare splann teorem diazez an algebr. E gwirionez e produas peder frouenn disheñvel a grenn eus an teorem-se a-hed e vuhez, ha sklaeraat a reas kalzig meno an niveroù kompleksel. Degas a reas ivez kalzig a sklerijenn da deorienn an niveroù gant e levr Disquisitiones arithmeticae, embannet e 1801. El levr-se e oa ur pennad fraezh diwar an aritmetik ar c'hoñgruañsoù ha prouenn gentañ diwar lezenn resiprokelelezh karrezadek (kwadratek).

Arc'hantaet e voe gant Dug Braunschweig, hogen, ne blijas ket dezhañ an doare implijet gant an Dug da baeañ anezhañ abalamour d'an distabilded ha ne soñje ket da g/Carl e oa pouezus a-walc'h ar matematikoù evit talvezout ur sikour ken bras. Neuze e troas war-zu ar steredoniezh, hag e 1807 e voe anvet da gelenner steredoniezh ha da rener arvestva ar stered e Göttingen.

E 1809 e embannas Gauss ur pennlabour diwar fiñv korfoù an egor hag a implije hentenn ar c'harrezadoù dister, un doare d'ober implijet hiriv an deiz en holl skiantoù evit bihanaat pouez ur fazi muzuliañ. Gouest e oa da brouiñ an hentenn dre hipotezenniñ e oa reoliek ar fazioù. Diskrivet e voe an hentenn abretoc'h gant Adrien-Marie Legendre e 1805, padal Gauss a lavaras hen implije abaoe 1795.

Dizolleiñ a reas Gauss ar pezh a oa tu d'ober gant ar geometriezh nann euklidel, met ne embannas morse e labour.

E 1818 e krogas Carl Friedrich Gauss ur studiadenn zouaroniel eus stad Hannover, al labour-se a gasas anezhañ diwezhatoc'h da zispakañ "an dispakadurioù reizh" evit diskrivañ ar fazioù muzuliañ hag a oa talvoudus evit ar geometriezh diferañsiel. E d/theorema egregrium a roas tu da sevel ur perzh pouezus d'a meno a grommenn.

Delwenn Gauss ha Weber e Göttingen.

E 1831, o kenlabourat gant Wilhelm Weber, ez ejont war-raok e magnetegezh. O labour a voe orin lezennoù Kirchhoff e tredan ha kas a reas da grouidigezh an telegraf kentañ. Gauss eo ivez a voe saver div diwar peder kevatalenn Maxwell, un deorienn ledan eus an elektromagnetegezh. Lezenn Gauss diwar ar parkoù tredanek a lavar e krou ur c'harg elektrek ur park tredanek enep. E lezenn diwar ar parkoù magnetek enep a lavar ez eo kevatal o sammad da 0, da lavaret eo n'ez eus unpolegezh ebet e magnetegezh. Al linennoù park a zo serr dre ret neuze.

Daoust ma n'eo morse bet Gauss o kelenn matematik, rak heg ' oa dezhañ kelenn, ez eus deuet un nebeut studierien dezhañ da vezañ matematikourien levezonus, en o zouez Richard Dedekind ha Bernhard Riemann.

Devot kenañ ha mirour e oa Gauss. Skoazellañ a reas ar vonarkiezh hag enebiñ a reas ouzh Napoleon, gwelet evel un dispac'hour. Ral a wech e kenlabouras Gauss gant matematikourien all, gwelet ' veze 'vel un den ne oa ket tomm ouzh an dud.

Mervel a reas Gauss e Göttingen (Rouantelezh Hannover) e 1855. Douaret e voe e bered Albanifriedhof. Etre 1989 betek 2001 e oa e zremm hag ur grommenn war ar bilhedoù 10 mark alaman.

E familh

C'hwec'h bugel en doe Gauss, tri gant pep gwreg. Gant Johnanna Osthoff (1780-1809) en doe: Joseph (1806-1873), Wilhelmina (1808-1846) ha Loeiz (1809-1810). E touez e holl vugale, ne oa nemet Wilhelmina a seblante kaout e zonezon, siwazh mervel a reas hi yaouank. Gant Minna Waldeck en doe: Eugene (1811-1896), Wilhelm (1813-1879) ha Therese (1816-1864). Eugene a zivroas e 1832 betek ar SUA, er Missouri, da heul un disemglev gant e dad. Diwezhatoc'h e teuas ivez Wilhelm d'en em staliañ er Missouri, kregiñ reas 'vel labourer douar, da heul e teuas pinvidik o werzhañ botoù. Chom a reas Therese gant he zad betek marv hemañ hag e euredas war-lerc'h.

Liammoù diavaez

Commons
Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wikicommons

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net