Bro-C'hall

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


République Française
Banniel Bro-C'hall Skoed-ardamez Bro-C'hall
(Banniel Bro-C'hall) (Skoed-ardamez Bro-C'hall)
Kan broadel La Marseillaise
Yezh ofisiel Galleg
Kêr-benn Pariz
Gorread
-En holl
-% dour

675 417 km²
0.26%
Poblañs
-Hollad
-Stankder ar boblañs

63 213 894 (2005)
93.59/km²
Prezidañt Nicolas Sarkozy
Kentañ ministr François Fillon
Gouel broadel 14 a viz Gouere
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 33
Kod war ar c'henwiad .fr



Bro-C'hall a zo ur riez hag emañ he ziriad metropolek en Europa ar c'hornôg. Gallaoued eo an dud o chom enni.

Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved.

Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger gallek "France" a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok).

En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh e oa Belgia, kornôg Alamagn, Suis hag hanternoz Italia.

République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiriv. Bet eo bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Chom a ra stag outi meur a diriad strewet er bed a-bezh : departamantoù ha tiriadoù tramor.

Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an Euro hag eus Emglev Schengen eo. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.

Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet. Ur galloud nukleel eo.

Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar Geodedourien 1789. Ar Marseillaise eo kan broadel Bro-C’hall.

Taolenn

An anv, Frañs ha Bro-C'hall

Ar ger "Frañs" a zeu eus ar galleg "France". Hemañ zo deuet eus latin ar Grennamzer "Francia", hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h".
An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ (dre vras), gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia. Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ "France" e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl.
Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren.

Douaroniezh

Kartenn kerioù brasañ Bro-C'hall
Kartenn kerioù brasañ Bro-C'hall

Emañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh se e teu liesseurtegezh ar maezioù hag ar gweledvaoù.

Savidigezh an torosennadur

Diwar bebeiladur savadigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :

  • En Amzervezh kentañ en em sav ar menezioù herkiniat, uhel-kenañ, diwar oberezh ar menezioù-tan. Diouzh ober ar c'hrignerezh eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañ argompezennoù.
  • En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
  • En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an Alpoù hag ar Pireneoù) ken ez a ar gouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
  • Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet traoñiennoù 'zo ha krouet meur a lenn, lenn ar Bourget, lenn Annecy ha lenn Jeneva ar brasañ anezho.

Istor

Istor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843. Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs.
Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e IXvet kantved-Xvet kantved ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e zeuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.

Yezhoù

Ar yezhoù oil (galleg) gant livioù hag arlivioù gwer ha melen (seul velenoc'h seul dostoc'h d'ar galleg “standard"); an okitaneg e ruz ha roz; ar frankoprovañseg e glas; ar yezhoù all e mouk (diell Lexilogos)
Ar yezhoù oil (galleg) gant livioù hag arlivioù gwer ha melen (seul velenoc'h seul dostoc'h d'ar galleg “standard"); an okitaneg e ruz ha roz; ar frankoprovañseg e glas; ar yezhoù all e mouk (diell Lexilogos)

Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.

A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...


This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net