Britannia

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire
Ar pennad-mañ a denn d'ar broviñs roman hepken evit titouroù all mont d'ar bajenn Britannia (digejañ).
Britannia en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Taolenn

An aloubadenn roman

Aloubet e voe Enez Preden gant ar Romaned e tri frantad, goude bezañ kemeret Galia.

Ergerzhadennoù Caesar

E 55 kent J.-K. Julius Caesar a zouaras e kreizsteiz Enez Preden (Enez Vreizh), anvet Britannia (e latin), war-zigarez e vije bet skoazellet ar C’halianed gant pobladoù an enezenn , hag a dreizhas ar mor en-dro e 54 kent J.-K..

An ergezhadenn gentañ a oa muioc’h un doare da ditouriñ ha da ziskouez nerzh ar Romaned kentoc’h evit un aloubadeg wirion. Dilestrañ a rejont war aodoù Kent a vremañ met, gourdrouzet gant an amzer fall da goll ho listri ha da chom enket war an aod hag o tioueriñ marc’hegerien ne’z ejont ket larkoc’h. Ur c’hwitadenn e oa an ergerzhadenn, met un taol kaer e oa war an dachenn bolitikel : divizout a reas ar sened 20 devezh gouel e Roma en enor eus an ergerzhadenn gentañ-se tramor [1].

En e eil ergerzhadenn e kasas Julius Caesar nerzhioù kalz brasoc’h hag e krogas da bediñ pe da c’hourdrouz ar meuriadoù da baeañ un truaj ha da reiñ gouestlidi evit chom e peoc’h. Lakaet e voe Mandubracius, ur roue a-du gant ar romaned, war dron an d/Trinovantes hag e gevezer Casivellaunus a oa rediet da sujañ dezhañ. Kaset e voe gouestlidi gant an arme, met daoust ha paeet e voe an truaj ur wezh ar Romaned kuit, n’emañ ket a-du an istorourien etrezo war ar c’hraf-se[2].

A-drugarez d’an div zilestradenn-se eta e oa sujet ar meuriadoù amezek ha lakaet rouanez a-du en o fenn. Ne oa dañjer ebet ken evit proviñs Galia. Kalz roueed a oa degemeret e Roma gant Augustus hag e warlerc’hidi [3]. E kentañ kantved hon oadvezh , marc’hadourien roman en em strewas er vro gant asant ar meuriadoù brezhon. Digor e oa an hent d’ar c’hoantadennoù roman.


E 39, Kaligula a vodas soudarded e Portus Itius (Boulogne-sur-Mer) hag a lakas sevel un tour-tan divent e-giz m’en dije bet c’hoant da aloubiñ an enezenn , met da c’houde e tilezas e vennozh en un doare dizispleg.

Aloubadenn 43

  • E 43 eus hon oadvezh, an impalaer Claudius a felle dezhañ terriñ levezon an drouized. Gallout a raent unaniñ an eneberezh ouzh Roma e Galia diouzh an enezenn e lec’h ma veze stummet ivez e santualoù bras evel hini Mona.

Levezonet e oa kalz ivez evel boaz gant c’hoant ar varc’hadourien roman o doa gellet gwelet pinvidigezh ar vro a-dost.

War-zigarez e oa bet kaset ar roue Verika diwar e dron gant ar Gatuvellauni, e kasas pevar lejion en tu all d’ar mor : an IIet Augusta, an IXe Hispana, ar XIVvet Gemina hag an XXvet Valeria Victrix, renet gant Aulus Plautius, bet gouarnour Pannonia, Flavius Vespasian, an impalaer da zont hag Osidius Geta. Soñjal a ra an istotrourien e oa war-dro 40 000 soudard en arme a gemeras kreisteiz an enezenn, eus 43 da 47. An impalaer Claudius a reas ar veaj e-unan betek Britannia, evit gallout lidañ e drec’h e Roma ha kemer an titr « Britannicus », a roas d’e vab ivez.


En 60, Nero a gasas e soudarded war Enez-Von (Anglesey), ha distrujañ a rejont santual pennañ an drouized.

E 60 et 61 e legadas ar roue Prasutagus e rouantelezh da Roma, ha garventez ar varc’hadourien hag ar verourien roman a-enep Boudicca, rouanez an Iceni, a lakas holl ar meuriad d’en em sevel. Kemer a rejont kêrioù, drailhañ ar gwarnizonioù roman, ha preizhañ Camulodunum, Verulamium et Londinium. Hervez Suetonius, Nero a soñjas dilezel an enezenn, met dont a reas Suetonius Paulinus a-benn eus an emsavadeg. Disoc’h an emsavadeg a oa spontus. Komz a ra an istorourien roman a 70 000 roman lazhet e deroù. Kalz muioc’h zo bet eus tu ar Vrezhoned moarvat.

An aloubadenn o kenderc’hel

Ergerzhadennoù Agricola

Dindan an impalaer Vespasian e krogas an aloubadeg en-dro.

Biskoazh ne zeuas ar romaned a-benn da aloubiñ holl an enezenn rak ne’z ae ket ar broviñs larkoc’h evit moger Hadrianus en norzh. Disuj e chomas ar Bikted e Kaledonia. Ar strivoù a vije bet ret evit aloubiñ ar vro-se a oa brasoc’h evit ar gounid a oa da gaout. Re baour e oa Kaledonia ha re vellus e oa ar meuriadoù eno. Ne oa abeg ebet da gas ur brezel hir ha koustus da benn.

Dizalc’h e chomas Hibernia ivez.

Abalamour ma ranked argas tagadennoù ar Bikted hag evezhiañ ar meuriadoù sujet a-nevez e oa ret d’ar Romaned derc’hel tri lejion (da lâret eo etre 20 000 ha 30 000 den) er broviñs. Dont a reas eta da vezañ ur broviñs impalaerel, renet diouzh Camulodunum (Colchester), Eburacum (York) pe marteze dija diouzh Londinium (Londrez), gant ur legad bet koñsul dija abalamour d’an armeoù a oa da ren.

Aozadur Britannia roman

an takadoù merañ

Lec'hiennoù pennañ e Britannia roman

E-doug ar c’hentañ hag an eil kantved e voe rannet ar broviñs e takadoù disheñvel :

  • Proviñs Brittannia hec’h-unan gant un takad dindan dalc’h al lejionoù hag un all siouloc’h.
  • Rouantelezhioù-pratikoù, staget tamm-ha-tammm ouzh ar broviñs e lodenn gentañ ar c’hentañ kantved (Togidumnus er c’hreisteiz, Prasutagus er c’hornôg...).

Tra ma’z eo chomet un tamm emrenerezh gant ar rouantelezhioù-pratikoù e voe aozet peurrest ar vro hervez an urzh roman.

Diazez ar melestradur e oa ar c’heodedoù pe ar ar meuriadoù kelt evel e Galia a vere o aferioù diabarzh


Ar c'hêrioù

Da-heul an aloubadenn e voe savet keodedoù roman nevez war dachenn ar meuriadoù evel re an Atrebates, an d/Trinovantes, an Iceni, ar g/Coritani, an Ordovices, an Demetae hag ar v/Brigantes. A-wezhioù e oa ur gêr dija ha diorroiñ a rae ar gêr roman-ha-brezhon e-kichen (evel e Calleva, Verulamium, Camulodunum...). A-wezhioù, e veze krouet ur gêr nevez hag e veze dilec’hiet ar boblañs (evel e Noviomagus, Durovernum, Corinium...). N’ouzer ket da vat e pe lec’h emañ kêrbenn ar broviñs d’ar mare-se. Lod a soñj ez eo Londinium (Londrez), fontet e-kerzh ar c’hentañ kantved – lod all a soñj e oa Camulodunum pe Eburacum.


Kêrioù eus proviñs Britannia (anvioù latin) :

Goloet e oa ar vro gant un niver a hentoù ha meret e veze gant un niver a dud dindan ar stad. E darempred e oa ar broviñs gant an Naoned ha Bourdel dre porzhioù Domnonea (Kerneveur) ha gant Portus Itius (Boulogne-sur-Mer) war an douar-bras dre porzh Douvres.

Bras e oa obererezh ar mengleuzioù. Ezporzhiet e veze aour, plom arc’hantus, staen hag houarn ha glaou memes.


Ar romanekadur

Yezh an galloud hag ar vistri e oa al latin. Bras-kenañ e oa levezon sevenadurel an impalaeriezh. Kalz romaned pe tud eus an impalaeriezh a oa o chom e Britannia ivez. E latin ez aent an eil d’ar re all evel-just. Abalamour da se ez eo en em ledet implij ar yezh-se.

Koulskoude ne voe ket ken don al latinekadur hag e Gallia en tu all da ziazad Londrez. Chom a reas bev ar sevenadur keltiek er-maez ar c’hêrioù bras ha dreist-holl e bro an Ordovices hag en hini ar Silures (Bro-Gembre hiziv) e lec’h ma ne oa ket ken kreñv levezon ar Romaned. Kenderc’hel a reas ar Vrezhoned da gomz predeneg daoust ma voe latinekaet ar renkadoù uhel.

Setu a skriv Tacitus diwar-benn ar Vrezhoned :

"E gwirionez, ne voe ket heñvelekaet pobladoù ar vro ouzh an alouberien. Ur yezh estren e chomas al latin, ret e oa evit an darempredoù gant ar Romaned. Latinekadur ar c’hêrioù a voe brasoc’h, met pas a-walc’h evit cheñch yezh an annezidi". Tacitus, Buhez Agricola

Kalz gerioù latin a dremenas koulskoude e yezh ar vrezhoned evel ma c’hoarvezh atav pa vez kalz tud divyezhek.

Difenn ar broviñs

Proviñs Britannia e 410

Etre 119 ha 122, ha goude e 142, en em savas ar v/Brigantes harpet gant meuriadoù disuj Kaledonia war harzoù hanternoz Britannia. Ret e voe kreñvaat al limes (moger a zifenne harzoù an impalaeriezh en norzh) :

  • E-pad beaj an impalaer Hadrian an hini e voe savet moger Hadrian. Kregiñ reas e 121-122, evit echuiñ e 128. Ar voger hedet gant touflezioù, gant kreñvlec’hioù ha kazernioù ingalet a-hed an harzoù. Chom a reas efedus e-pad tri c’hantved daoust da dagadennoù ar Bikted.


This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net