|
Article on other languages:
|
Bohemia (Čechy e tchekeg, Böhmen en alamaneg) a zo ur vro istorel e Kreiz Europa. Hiziv an deiz ez eo brasañ rannvro ar Republik Tchek. Dont a ra anv ar vro eus hini ar vBoied, ur bobl geltieger hag a oa o chom eno en henamzer. Eus an Xvet kantved betek 1806 e oa Bohemia unan eus rouantelezhioù an Impalaeriezh Santel Roman ha German. Betek 1918 e chome dindan ren an Habsbourged. Ar stêr hirañ a zo e Bohemia eo ar Vltava, un adstêr d'an Elbe (Labe). Bohemia a zo 52 060 km² he gorread ha war-dro 6,25 milion a annezidi he foblañs. Betek 1946 e oa divyezhek Bohemia ha kalz stankoc'h he foblañs, met er bloavezh-se e voe harluet alamanegerien Tchekoslovakia (war-dro 2,7 milion a dud, tost da 2 vilion anezho eus Bohemia) da Alamagn hag Aostria. Kêrioù brasañ Bohemia
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net