BIOS

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire


Ar goulev (pe programm) o talvezout kement hag ur c'hetal (pe etrefas) etre ar reizhiad korvoiñ hag ar bennwal ("mother board") eo ar BIOS (Basic Input/Output System). Kadavet eo ar BIOS e-barzh ur vemor sonn (ROM) war ar bennwal hag e c'hell implijout ar roadennoù kadavet e-barzh ar CMOS d'anavezout aveadur alvezel ar reizhiad.

Un darn eus ar BIOS a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn ROM (an hini ne c'hell ket bezañ daskemmet). Un darn arall a vez kadavet e-barzh ur vemor sonn EEPROM eleze unan hag e c'heller daskemmañ dre skogoù tredan (se eo e vezer oc'h envel "flasher" e galleg).

Tu 'zo kefluniañ ar BIOS dre ober gant ur etrefas anvet "BIOS Setup" e c'heller haeziñ ennañ pa vez an urzhiataer o loc'hañ dre bouezañ war ur stokell eus ar c'hlavier ("F2" da skouer pe "Suppr"). An arventennoù kefluniet gant ar "Setup" a vez kadavet er CMOS.

Ar "POST"

Pa vez lakaet an urzhiataer war enaoù pe pa vezer oc'h ober un deraouekaat dezhañ e vez ar BIOS o wiriañ ar periant 'mañ amañ e-barzh an ijinenn hag oc'h ober ur prouadiñ warne anvet POST (Power-ON Self Test) da c'houzout hag e vent e stad d'arc'hwelañ (da vont en dro).

Setu ar prouadurioù graet gant ur BIOS, ar POST :

  • Gwiriañ ar BIOS e-unan,
  • Gwiriañ ar c'hefluniadur e-barzh ar CMOS,
  • Deraouekaat an eurier diabarzh,
  • Deraouekaat ar reoler DMA,
  • Gwiriañ ar vemor vresk hag ar vemor darbar,
  • Sternañ holl arc'hwelioù ar BIOS,


Ha ma vo ar POST o kavout ur fazi bennak ec'h arnodo da genderc'hel da loc'hañ an urzhiataer evelkent. Hogen, ma eo re c'hrevus ar fazi e paouezo ar BIOS al loc'hañ hag ec'h arnodo da wereañ , mar bo gallus, ur c'hemmenad ouzh ar skramm. Ec'hodiñ (pe skignañ) a raio ar BIOS ivez ur steudad sonioù ("beep" e saozneg) a roio an tu d'ober un deznaouad (pe diougan) evit ar fazi (an niver a sonioù a savel rizh ar fazi hervez merk ar BIOS evel e vo gwelet diwezhatoc'h). Kas a raio ouzhpenn war porzh a-steud an urzhiataer ur boneg (ar boneg POST pe kod POST) a c'hello bezañ lennet gant un ardivink azas.

Setu un nebeut skouerioù (evit ur BIOS AMIBIOS ha unan Phoenix) evit pezh a sell ouzh deznaouad ar fazioù hervez niver a sonioù ec'hodet gant ar BIOS :

Niver a sonioù pe steudad a dalvez kement a .... merk ar BIOS
1 "Refresh failure" : fazi azgrenaat ar vemor AMIBIOS
3 "Base 64K RAM failure" : fazi e 64Ko kentañ ar vemor vresk AMIBIOS
5 "Processor error" AMIBIOS
8 "Display memory read/write failure" : fazi skrivañ/lenn war ar vemor video AMIBIOS
1-3-1-3 "Keyboard controller error" Phoenix
1-3-4-1 "RAM error" : fazi er vemor vresk Phoenix


Ent reol e vez kavet ster ar bonegoù-se e-barzh teulioù ar pennwalioù.

Deraouekaat ar BIOS

Gallout a reer kemmañ arventennoù ar BIOS, kadavet e-barzh ar vemor CMOS gwaredet gant ur pil, gant ur goulev kefluniañ anvet SETUP. Hogen e c'heller ivez deraouekaat ar BIOS mar be ezhomm. D'hen ober hag hervez merk ar BIOS, e ranker pouezañ war ur stokell eus ar c'hlavier. Da skouer, evit ur BIOS Phoenix e c'heller adsavelañ arventennoù anspizet ("default parameters") kenderc'her (produer) ar bennwal o pouezañ war ar stokell F9. Evit ur BIOS Award e c'heller adsavelañ arventennoù anspizet ar BIOS o pouezañ war ar stokell F6.

Hizivaat ar BIOS

Tu a zo ivez hizivaat ar BIOS hogen ar wezhiadenn bismigus e vez bepred d'ober. Kavet e vez war lec'hiennoù ar genderc'herien peadra da hizivaat pep BIOS (upgrades). Da skouer evit Phoenix :

Hizivaat BIOS war lec'hienn Phoenix

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net