Aostralia

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Emañ Aostralia, pe Commonwealth of Australia hervez hec'h anv riez en Emisferenn ar Su e Gevred Azia. Endalc'h a ra ar c'hevandir bihanañ a zo er bed ha meur a enezenn e Meurvor Indez, e Meurvor ar Su hag ar Meurvor Habask. Ar broioù amezek dezhi a zo Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua-Ginea Nevez en Norzh, Inizi Salomon, Vanuatu ha tiriad gall Kaledonia-Nevez (Kanaky) er Biz ha Zeland-Nevez er Gevred.

E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestrañ James Cook, met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Allouarn en e raok hep ma voe embannet an dalc'h e anv ar roue gall Loeiz XV. E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed an XIXvet kantved.

E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unvanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur. Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zo Sydney, Melbourne, Brisbane, Perth hag Adelaide.

Gerdarzh an anv

Dont a ra ar ger Aostralia eus al latin australis = eus ar c'hreisteiz. Kredet e veze er Grennamzer e c'hellje bezañ ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.

Banniel

Banniel Aostralia
Banniel Aostralia

Tresadenn banniel Aostralia a oa bet dibabet gant ur c'honkour aozet e 1901, a c'houde adveret e 1909. Ar sterenn vras seizh barr dindan UNION Jack, ne oa nemet c'hwec'h barr e orin, a arouezi c'hwec'h stad (Aostralia-Kornôg, Aostralia-ar c'hreisteiz, Queensland, Kembre ar Su ,Tasmania hag an dachenn norzh. Ar pemp sterenn da zek eur rik a arouezi ar Groaz Su, ar steredeg hanterzouar kreisteiz.


Kevandirioù ha rannvedoù

Norzhamerika

Europa

Eurazia

Azia

Amerikaoù

Eurafrazia

Okeania

Aostralia

Suamerika

Afrika

Antarktika
Gourgevandirioù kozh :
Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.


Giant Panda

Mercedes Car
James Bond Guide
This site monitored by SitePinger.net