|
Ur metal arc'hantet ha gwevn zo anezhañ. Heverk eo abalamour ma harz mat ouzh an oksidadur hag en abeg d'he douester izel. Tennet e vez dreist-holl eus ar c'hailh anvet baoksit e lec'h ma kaver anezhañ e stumm un oksidenn hidratet a denner an alumin (Al2O3) anezhañ. Gallout a rafe ivez bezañ tennet eus seurtoù kailh all ivez evel an nefelin, al leukitenn, ar sillimanit, an andalousit, hag ar muscovit. Implijet e vez an aluminiom e kalz greanterezhioù evit sevel kalz aozadennoù disheñvel hag a-bouez bras eo evit armerzh ar bed. Sina zo unan eus ar broioù a brodu ar muiañ anezhañ met pell war-lerc'h Amerika an Norzh (Stadoù-Unanet ha Kanada). An elfennoù framm graet diwar aluminiom zo diziouerus e greanterezh an aerlistri hag a-bouez bras e rannoù all eus an dezougerezh hag eus ar saverezh e lec'h ma n'haller ket tremen hep e zouester izel, e stabilded hag e zalc'h. Istor
Unan eus ar c'hentañ delwennoù savet en aluminiom (1893), Ael ar garitez kristen, anvet Eros alies, e lein ar Shaftesbury Memorial e Piccadilly Circus, e Londrez
E 1807, Humphry Davy, goude bezañ dizoloet e oa graet an alum eus sodiom hag eus potassiom, a laka ez eus ivez ur metal all e-barzh, badezet gantañ « aluminiom » (e latin e reer « alumen » eus an « alum » ). E 1821 e tizoloas Pierre Berthier kailh, ennañ muioc'h evit 50 % oksidenn aluminiom, en ur vengleuz e-kichen Baux-de-Provence. Badezet e vo ar c'hailh-se baoksit. Lakaet e vez dizoloadenn an aluminiom war gont Friedrich Wöhler e 1827. Koulskoude, daou vloaz kent e oa deuet a-benn ar c'himiour ha fizikour danat Hans Christian Ørsted da broduiñ ur stumm kemmesket eus ar metal-se. Ar c'hentañ e oa bet Wöhler o lakaat war wel perzhioù kimiek ha fizikel an aluminiom, en o zouez ar skañvder peurgetket.
|
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
Mercedes Car
This site monitored by SitePinger.net