Krouidigezh ar Bank postel, adskourr eus la Poste, a gemer lec'h ar servijoù arc'hant a oa dija.
Palestina : Embann a ra al luskad palestinat radikal Hamas, kiriek eus gwalldaolioù enep-israelat, ne adkaso ket an emglev war an harz-brezel, bet tonket e miz Meurzh gant ar Penn palestinat Mahmoud Abbas. Hemañ en deus disklêriet e oa an emzalc'h-se ur fazi bras. An hevelep diviz a oa bet kemeret gant luskadoù armet all dija evel an Jihad islamek ha bagadoù all stag ouzh ar Fatah.
Vatikan : E-pad oferenn ar bloaz Nevez gouestlet d'ar peoc'h ha lidet e penn-iliz Sant-PêrRoma, eo bet galvet an ABU gant ar Pab Benead XVI da gaout un emskiant nevesaet eus e atebegezhioù evit kas war-raok ar justis, ar c'hengred hag ar peoc'h er bed.
Rusia : Emglev bloaz sinet gant Ukraina evit reizhañ an doareoù pourchas energiezh etre an div vro.
Goude un ergerzhadenn zo padet 7 vloaz gant tost 5 miliard a gilometradoù a-dreuz an egor eo distro an egorsontenn stadunanat Stardust war an Douar, enni ur gargad poultrennoù egor prizius.
Turkia : 31 den a zo bet gloazet da geñver ur gwalldaol aozet gant ur vombezenn en ur c'harter annezel eus Istanbul.
Iwerzhon : un 100.000 bennaket a dud o deus dibunet e straedoù Dulenn a-benn enoriñ emsavadeg1916. En o zouesk e oa un 2.500 bennaket a soudarded. Ne oa ket bet eus an dibunadeg-se abaoe 1970. Kêr Dulenn a vod enni w.-d. 500.000 a dud.